Présentation
Diwar ur gudenn baperach, o veajiñ gant daou gamalad e 1977, en em gavas an aozer en toull-bac’h e Baloutchistan, e mervent Pakistan. Ken dister abeg ar vac’hidigezh ha ken digomprenus da rener al lec’h ma krogas hemañ da ijinañ traoù all diwar o fenn. Ur mizvezh hanter e padas an abadenn a-raok dezho bezañ lezet da vont en un doare ken diboell all. Ur vac’hadenn gafkaek met diriskl a-walc’h, mesk-ha-mesk gant gwarded, laeron, muntrerien, prizonidi bolitikel ha tud diskiant, diaes ober an diforc’h etrezo. Kuit a vezañ plijus, un abadenn souezhus atav, spontus a-wechoù ha farsus alies. Peadra da vont donoc’h e sevenadur ar vro, kompren spered an dud hag o doare daremprediñ. Tennet eus e garned-beaj, tresadennoù bet graet en toull gant an aozer pe gant kenbrizonidi a ya da-heul an destenn. Ur skrid a ro ivez da anavezout istor ha stourm hir ur bobl evit he frankiz. Baloutchistan zindabad! Bevet Baloutchistan!
Caractéristiques
| EAN13 | 9782958827007 |
|---|---|
| ISBN | 978-2-9588270-0-7 |
| Éditeur | BARN HA SKRID |
| Date de publication | 24 octobre 2025 |
| Nombre de pages | 127 |
| Dimensions | 20,5 x 14,5 x 0,8 cm |
| Poids | 188g |
| Langue | français |
| Fiches UNIMARC | S’identifier |




Reviews
There are no reviews yet.